Hetoù 2017
Galv da raktresoù 2018
Lakaet ho peus ho mennozhioù nevez da virvilhañ ?
Gant ar c'hoant kas da benn ur raktres a lako hor yezh da vont war-raok ?
Poent eo deoc'h respont d'hor galv da raktresoù !
E 2018 e vo 10 vloaz ar Redadeg
ha « Brezhoneg liesliv » a vo tem ar bloaz
Laouen-tre e vimp ma klotfe ho awen gant an deiz-ha-bloaz pe gant an tem.. ma vefe arouezel ar raktresoù kinniget ganeoc'h ar bloaz-mañ, deoc'h da welet ma c'hallit ober ho mad deus an traoù-se.
Ne rit ket bil, pep tem ha raktres a vo degemeret mat, gant ma vo doujet diouzh ar reolennoù boaz.
Ale, bec'h dezhi, mall zo warnomp dija gwelout ho kinnigoù nevez !
Darempred
Gallout a rit mont davet
Tifenn : Kargadez a gehentiñ ha diorren ar Redadeg - 06 61 06 62 15 -tifenn@ar-redadeg.bzh
Katelin : Renerez/Kenurzhierez ar Redadeg - 09 61 20 26 11 - katelin@ar-redadeg.bzh
Re a ra war dro lodennoù an hentad
- Kemper/Gourin : Bernez Kere - 06 79 09 23 04 - bernard.le-quere@laposte.net
- Gourin/Klegereg : Fulup Kere - 06 32 70 12 51 - fulupkere@orange.fr
- Klegereg/Ploermael : Joel Le Baron - 02 97 56 12 84 - fjlebaroncourtet@wanadoo.fr
- Ploermael/Gwenvenez-Penfaou : Jean-Michel Sanner - 06 08 73 16 85 - jean-michel.sanner@wanadoo.fr
- Gwenvenez-Penfaoù/Muzilheg : Corinne Rotach - 06 74 12 97 98 - rotachkorin@yahoo.fr
- Muzilheg/Gwidel : Yann-Charlez Caudal - 06 42 74 92 22 - yann-charlez.caudal@wanadoo.fr
- Gwidel/Ar Faoued : Mark Le Boité - 06 62 37 15 57 - marcleboite@yahoo.fr
- Ar Faoued/Gwengamp : Fulup Kere - 06 32 70 12 51 - fulupkere@orange.fr
- Gwengamp/Montroulez : Laure Vandenbroucke - 06 87 45 09 65 - lauresaliou@orange.fr
- Montroulez/Plougerne : Goulc'hen an Ostiz - 06 11 79 42 79 - googooarredadeg@gmail.com
Hentad Redadeg 2018
Redek a raio Breizhiz a-hed hentoù Breizh, ur sizhun a-bezh.
E 2018 : E vo ar c'hwec'hvet tro evit lidañ 10 vloaz ar Redadeg - 1 800 km dre bep-lec'h e Breizh a-bezh.
Eus Kemper, d'ar Gwener 4 a viz Mae...
Ti ar vro Kemper ha Ti Kêr Kemper e vo e penn gouel al loc'hañ. Ober a ra Ti ar Vro Kemper war-dro kas sevenadur Breizh war-raok asambles gant ar c'hevredigezhioù. Krouet e oa bet ar gevredigezh e 1996 diwar goulenn Kêr Gemper ha kevredigezhioù sevenadurel Kemper. Enni e kaver hiziv an deiz un daou-ugent kevredigezh bennak hag a labour war dachenn ar sonerezh, an dañs, ar brezhoneg, an arzoù hag ar gevelliñ gant broioù all.
Programm al loc'hañ :
Staj brezhoneg e bourzh ar vag Kaourintin
Treuzkas ar vazh-test en Intel
Troiad war vor ha sevel gant an Odet
Dibunadeg kayakoù ha yoloù
Dudioù evit ar vugale
Kêriadenn ar c'hevredigezhioù
Siber-sonadeg ha Fest-noz
Kendiviz ar Redadegoù er bed
Km darvoud dic'hortoz evit an 10 vloaz
... Da Blougerne, d'ar Sadorn 12 a viz Mae
Aozet penn da benn e vo an degouezh gant Ti-Kêr Plougerne skoazellet gant ar skolioù, ar c'hevredigezhioù, an artizaned, hag ar gomersañted. Lakaet e oa bet ar brezhoneg war wel ganto abaoe bloavezhioù : diskouezadeg "Brezhoneg hag Embregerezhioù" gant Produet e Breizh, teñva brezhoneg e pep klasad er skolioù publik, implij ar yezh e raktres pedagogel el liesdegemer, programm sevenadurel divyezhek, kanañ e brezhoneg en AHDOD... Un ti-kêr mennet e vo lakaet ganto ar brezhoneg e-kreiz ar gouel, ha gwelloc'h c'hoazh evel kustum.
Programm an degouezh :
Gouren
C'hoarioù kilhoù
C'hoarioù nerzh keltiek
Abadennoù sonerezh
Bagad Sonerion Penn ar Bed
Dañs Round Pagan
Sonadeg Kreiz Breizh Akademi ha Fest-noz
Kêriadenn ar c'hevredigezhioù
Diskouezadeg
Km darvoud dic'hortoz evit an 10 vloaz
Muioc'h eget 300 kumun treuzet !
E Breizh a-bezh e tremen ar Redadeg, e kreiz kêrioù pe gêriadennoù, er Su pe en Norzh, e Breizh-Uhel pe e Breizh-Izel, e kreiz-kêr, war an aod pe war ar maez, da greisteiz pe e-kreiz an noz !
Ar bloaz-mañ e vo heuliet 1800 km da redek : 100 km ouzhpenn ar pempvet tro e 2016, ha 1000 km ouzhpenn ar Redadeg kentañ e 2008. Savet eo bet an hentad 2018 gant hor skipailhoù lec'hel : mersi bras dezho !
Tremen a raio an hentad evit ar wezh gentañ dre Logunec'h (digor eo bet ur post ouzhpenn er skol divyezhek evit an distro skol) ha dre Bloermael (digor eo bet ur skol Diwan nevez an bloaz-mañ).
Dibaboù 2018
Raktresoù niverus hon eus resevet c'hoaz ar bloaz-mañ. 8 a zo bet dibabet e-touez anezho gant skoazell Kuzul ar Re fur, raktresoù a-feson evit lakaat war wel liesseurted ha pinvidigezh ar brezhoneg, liammet gant tem ar bloaz : brezhoneg liesliv.
Neuze e 2018 e redimp evit :
C'hwi a gano -
Heuliad web - kevredigezh CPTMKK - 10 000 euro
Palioù : Kas da benn ul labour a-stroll, m'en deus pep hini e blas, bevañ e brezhoneg, sevel danvez nevez ha dic'hortoz e brezhoneg, kinnig faltazi a c'hell plijout d'ar grennarded, digeriñ dor ar c'hleweled.
Liamm heuliad web #1 :
An ingalded evit an holl -
Stajoù emzifenn hag atalieroù - Kemper Kevatalded/Gast - 6 000 euro
Palioù : stourm evit an ingalded merc'hed-paotred ; liammañ ar stourm feminist hag ar brezhoneg ha stourm evit ma ne vefe ket barnet an dud diouzh o reizh pe o sekselezh. Fellout a ra deomp lakaat war wel ar pezh a zo diwelus, ar minorelezhioù.
http://www.gast.bzh/fr/qui-est-gast/
Ar brezhoneg dre an hentoù treuz -
Ur stummadur brezhoneg dibar - Ar Fiselerezh - 7 000 euro
Palioù : Ur benveg nevez evit gwellaat ha klokaat ar pezh a vez kinniget dija war dachenn deskadurezh ar brezhoneg, anavezout perzhioù dibar rannyezh-mañ-rannyezh (geriaoueg, pouez-mouezh...), bezañ gouest da gompren ar vrezhonegerien a-vihanik, bezañ gouest da vezañ komprenet gante.
https://www.fisel.org/
KANevedenn -
Abadenn liesliv ha kanet evit ar re vihan - ADDES - 6 000 euro
Palioù : lakaat da zizoloiñ en un doare plijus al livioù, ar fromoù hag ar brezhoneg (gant benviji dudius, ar sonerezh, touchañ...). Brezhonegerien met ivez ar re ne gomzont ket brezhoneg a c'hello kaout plijadur. Desket 'vo gerioù e Brezhoneg, geriaoueg al livioù ha kement tra.
http://www.arree-randos.com/spip.php?rubrique6
Aozañ an 10vet Taol-Lañs -
Ul leurenn-lañs hag ur bladenn enlinenn - Mignoned ar Brezhoneg - 3 000 euro
Palioù : lakaat war wel ar sonerezh a-vremañ kanet e brezhoneg, kenlabour etre meur a aozadur, ledanaat tachenn ar brezhoneg, skoazellañ an doareoù intrudu a zegas ar brezhonegañ etre ar berzhidi, sikour da gas war-raok mediaoù nevez evit embann ha implij ar yezh.
http://mignoned.bzh/fr/
BEV – BrEzhoneg dre ar Video -
Skol Digor enlinenn - DAO - 5 000 euro
Palioù : Lakaat e-kerz ar muiañ posupl a zeskidi, a bep seurt live ganto, bodañ loazoù a galite e brezhoneg, kinnig hag embann skorioù klewelet a-feson, frammañ an danvezioù dastumet, kinnig un dra digoust gant ur stumm pedagogel evel ma vez graet hiziv an deiz gant ar MOOC (Massive On Line Open Courses).
http://www.dao.bzh/fr/
Radio Kerne e Naoned -
Ur radio 100 % e brezhoneg e Naoned - 15 000 euro
Palioù : Ur raktres RNT (Radio Niverel Douarel e galleg) eo hemañ, pakout frekañsenn Naoned ha skignañ program Radio Kerne da gentañ. Evit mont pelloc'h : digeriñ da vat ur radio e Naoned, gant kazetennerien hag animatourien war an dachenn, o tastum danvez hag a denn eus kerioù bras a vremañ.
http://www.radiokerne.bzh/fr/
Kreizenn Dudi sizhuniek -
Kreizenn dudi e brezhoneg - Kreizenn Sevenadurel Vrezhon - 10 000 euro
Palioù : digeriñ ur greizenn dudi hollvrezhonek bep merc'her adalek distro-skol 2018-2019, kas war-raok sevenadur ha yezh hor bro tro-dro da Wengamp, priziañ ar goulenn sokial war dachenn ar buheziñ e brezhoneg e diavaez an amzer skol, kinnig ul lec'h emgav ha kejiñ etre brezhonegerien skoliataet e skolioù disheñvel.
https://kreizennsevenadurelvrezhon.wordpress.com/
BEV.BZH -
Ur rouedad sokial evit ar vrezhonegerion - Roued - 10 000 euro
Palioù : Ur benveg evit ar vrezhonegerion da veviñ en o yezh. Bevañ e brezhoneg : Gober a bep sort traoù get brezhonegerion anavet e-raok pe pas / Bugale & brezhoneg : Plantiñ ar yezh en tiegezhioùé roiñ an tu d'en em gavet get familhoù hollvrezhonek / Bod pe Boued : Degemer ha bout degemeret en un ti brezhonek, evit ur prantad berr pe hiroc'h ...
http://bev.bzh/
Holl ganaouennoù ar Redadeg
Estreget ar ganaouennoù ofisiel e c'hallomp selaoù kanaouennoù ouzhpenn krouet a-ratozh-kaer ha kaset deomp war eeun gant an dud !
Huch 'ta Redadeg : kanaouenn ofisiel 2016
An Alambadeg : kanaouenn ofisiel 2014
- an Alambadeg, kanaouenn redadeg 2014
- an Alambadeg, kanaouenn redadeg 20144.9 Me (MP3)
- Pozioù Alambadeg41.7 ke (PDF)
Kanaouennoù all e 2014
Kanaouenn “Laouen” savet gant skipailh Roazhon - 2014
Pozioù kempennet gant Laurence Guillo, Katell Chantreau ha Jean-René Le Moullec
Kanaouenn enrollet ba studio Légitime Folie gant Andréa-Aziliz Mevel, Suzon, Anna Burlot, Lera Smith, Jean-René, Aude, Lukian ha Konan Le Moullec, Adèle Naegele, Laurence Guillo, gant skoazell Vincent Burlot hag Iwen Casteret.
- Enrolladenn Laouen
- Enrolladenn Laouen2.9 Me (MP3)
- Pozioù22.9 ke (OpenDocument Text)
Lipdub filmet plasenn an ti-kêr e Roazhon d'ar Sadorn 24 a viz Mae 2014. Trugarez d'an holl berzhidi !
Kanaouenn skipailh Loic - 2014
Krouet gant ur skipailh Redadeg evit e flijadur hag hon hini ;-)
- sonenn_skipailh Loic
- sonenn_skipailh Loic9.3 Me (MP3)
Kanaouenn skolaj Plijidi - 2014
- Kanaouenn skolaj Plijidi
- Kanaouenn skolaj Plijidi6.2 Me (MP3)
- Pozioù kanaouenn Plijidi42.8 ke (PDF)
Kanaouenn Strollad SILWINK - 2014
Silwink, ur strollad tud yaouank ha donezonet :
Trombone : Marin In
Bateri : Loeiz Ar Bras
Fleut : Fulub Gourves
Gitar : Louri Bon
Kan : Kadvael Jolived-Leforestier
Gitar Boud : Gireg Moutoun
Djembe : Guildwen Capdeville
- Pozioù SILWINK14.1 ke (OpenDocument Text)
Kanaouennoù 2012 pe a-raok
"Foeter Breizh" gant Dom Duff : Kanaouenn ofisiel 2012
Foeter Breizh, sklaer a-dreuz
Hast afo !
Foeter Breizh, plant ar reuz
War-sav !
Che Ye Ye Ye Ye Ye… Che Ye Ye Ye !!!
- Foeter Breizh
- Foeter Breizh (muzik hepken)
"Redadeg, savit ho taouarn" gant David ar Gall ha skolajidi Diwan Gwened
Redadeg, savit ho taouarn !
Redadeg da Zouarnenez.
Redadeg, komzit brezhoneg !
Redadeg, vit ho plijadur.
- Redadeg, Savit ho taouarn !
"Deom gand ar Redadeg !" gant TG Brass Band
Ur ganaouenn savet gant tud yaouank dornet mat, hag ur c'hlip farsus war ar marc'had, a gaso 'hanoc'h eus ribinoù Bro Leon betek plasenn ar c'honkord e Pariz.
- Deom gand ar Redadeg
Redek war don an Inkane gwenn
Redek war un ton plin ? Redek ha dañsal, dañsal ha redek, yep yep yep ! Kanaouenn kanet gant Aodren ha Tangi.
- Redek war don an Inkane gwenn
- Redek war don an Inkane gwenn (muzik)
"Redadeg Dz" gant Gwenole Larvol
Skolidi divyezhek Douarnenez o doa degemeret ar rederien war an ton bras pa zo bet erruet ar Redadeg... Kanet ho poa gante ?
Awenet bras gant ar ganaouenn-se e oa Skipailh Rianteg !
- Redadeg Dz
"PlijaBrezh" gant Diwan An Alre
War un ton hengounel deus Bro Gwened e vez kanet ar ganaouenn-se bet savet gant skolidi Diwan An Alre.
- PlijaBrezh
"Yezh ma c'halon" gant Youenn Guillanton
Un tamm barzhoniezh ba bed ar rederien. Ra ket droug 'vat.
- Yezh ma c'halon
"Daou Don Doub ar Menezioù" : ton ar gavotenn veur e straedoù Douarnenez
Klevet 'peus e vo aozet ur pezh-mell gavotenn evit mont eus porzh ar Rosmeur betek ar plasenn Beziers d'ar Sadorn 19 a viz Mae da geñver gouel degouezh ar Redadeg ? Pedet eo an holl sonerien da gemer perzh : setu ar skrid sonerezh evit pleustriñ un tamm en a-raok.
Kanaouenn ofisiel Redadeg 2010
2010
Redek evit ar brezhoneg...
Soñj 'peus ? Kredapl 'peus bet tro da vouskanañ pe da ganañ ar ganaouenn-se a bouez penn alies abaoe 2010 ! Savet eo bet gant David ar Gall ha skolajidi Diwan Gwened, ha deuet da vezañ brudet kenañ goude bezañ bet azasaet ha punkaet gant ar Ramoneurs de Menhirs. Pebezh plijadur !
- Redadeg 2010
Kanaouennoù Redadeg 2008
- Kanaouenn ofisiel , savet gant Gweltaz Adeux eus ar strollad rock EV ha kanet gant skolidi Diwan Roazhon.
- Kanaouenn ofisiel 2008
- "Ret eo redek" , bet savet gant David ar Gall ha kanet gant 6vet klas Skolaj Diwan Gwened. Aet e oa ar maout ganti da geñver Kan ar Bobl 2008 e Pondi (Priz ar skolajoù).
- Ret eo redek
- "Redek a rin" , bet savet gant Mark Kerrain ha kanet gantañ.
- Redek a rin
- "Hir" , savet gant Nolwenn Korbell he doa skrivet kemennadenn kuzhet ar Redadeg kentañ, an hini a oa tremenet a zorn da zorn a-hed an hent (600 km e 2008).
Kanaouenn 2018
Kanaouenn ofisiel ar Redadeg 2018 : an disoc'hoù !
5 kanaouenn war ar renk
10 devezh evit votiñ
3487 den o votiñ
Hag aet eo ar maout gant : Betek an Trec'h gant ar strollad Penn Salsardin
Tapet 40% ar mouezhioù ganto ! Bet e oa e kevezerezh gant Hugo hag Arvest a zo arruet en eil ha da heul Jean-Luc Roudaut, Skol Diwan Brest Gwelmeur ha Manaig Thepaut... Mil drugarez da bep hini en deus kemeret perzh gant krouidigezhioù a galite, klevet 'vo ar c'hanaouennoù all war hent ar Redadeg c'hoazh !.
Setu ar ganaouenn a gaso lusk hag energiezh d'ar rederien war hentad Redadeg 2018 :
- Penn Salsardin - Betek an Trec'h
"Betek an Trec'h : Hasta la Victoria ! Evel e veze lâret gant Che Guevara ! », o deus displeget an teir c'hanerez yaouank d'ar gazetennerien, n'eus ket pell 'zo. Marine Lavigne, Aude Moalic ha Sterenn Le Guillou a zo e-barzh an triad-mañ gant startijenn ha begon.
Tem ar ganaouenn : Lakaat war-wel ar brezhoneg evit dalc'hen anezhañ en e sav, redek evit treuzkas bazh-test ar yezh.
Savet gant Brendan De Roeck, eus daouad Bobby & Sue, an ton jourdoul-mañ livet gant sonennoù latino-amerikaned, a vod tro-dro daouzek soner gant binviji kouevr a bep seurt.
Un taol-kaer evit kejañ brezhoneg ha luskoù ha livioù sonerezh bro Kuba. Un taol-kaer ivez evit ober eus ar brezhoneg un digarez da vezañ a-gevret, meskañ ar rummadoù, al livioù, an tonioù. Prest oc'h da zañsal war an hentoù ?
Pozioù"Betek an trec'h"
roll ar sonerien o deus savet ar ganaouenn
Kanaouennoù all a oa war ar renk !
Arvest
War an hentoù Breizh (ha pelloc'h c'hoazh) emañ ARVEST abaoe 15 bloaz. Anavezet eo ar strollad evit e startijenn lavariant. Arvest a ra ur mesk etre tonioù hengounel ha sonerezh a-vremañ.
Pozioù"Livioù ar brezhoneg"
Manaig Thepaut
Ur vouezh dousig tout, ul lusk jourdoul ha festus, tonioù fentus : ur rekipe aprouvet evit buheziñ ar ganaouenn.
Pozioù"Redek a ran"
Skol Diwan Brest Gwelmeur
Ur raktres a-feson evit Skol Diwan Gwelmeur : lakaat ar vugale da ganañ gant arzourien a-vicher en ur zifenn livioù ar Redadeg gant un ton rock.
Pozioù"Bec'h d'ar Redadeg"
Jean-Luc Roudaut
Ijinet e oa bet ar ganaouenn « Ha n'out ket skuizh ? » gant Armelle Crignou. Kinniget he doa anezhi da skolidi skol Diwan Brest ha da Jean-Luc Roudaut.
Pozioù"Ha n'out ket skuizh ?"
Ha c'hoant ho peus da selaoù kanaouennoù ar redadegoù tremenet ?
Amañ e vez kavet anezho
Tem ar bloaz
E 2018, ar Redadeg a ginnig un tem pouezus evit diorren ha dazont ar yezh :
Brezhoneg liesliv
Evit lakaat war wel pinvidigezh ar langajoù brezhonek er vro.
N'eo ket ar memes brezhoneg ! Pegen chañsus omp dre amañ !
Me lâr deoc'h hon eus chañs da gomz ul langaj disheñvel deus an eil tu d'egile deus ar vro. Brav eo klevet an dud ba hon bro o lâret 'vez ket komzet memes brezhoneg partout, distaget 'vez « brezh'neg », « brezhouneg » pe « brehoneg » gante, ha komprenus memestra.
Hon langaj eo hon pinvidigezh. Un dra deomp-ni kenkoulz 'vel hor c'hultur. An eil n'hall ket mont hep egile e mod ebet. Dreist-holl pa vevomp bremañ en ur bed globalizet ma vez broudet an dud da soñjal memes mod ha da lonkañ ar memes evaj du ha sukret, pe vefent ba Pariz, ba San Fransisko pe ba Lima.
Ur blijadur eo deomp klevet tud hag a gomz ur brezhoneg disheñvel diouzh hon hini. Met ne blij ket deomp klevet brezhoneg distaget ha bet soñjet 'vel pa vije bet galleg. N'eo ket komz deoc'h deus ar c'homzoù galleg e vez implijet 'ba o brezhoneg a reomp. Deus ar mod da sevel frazennoù ne lâran ket. Re alies, siwazh deomp, 'vez blaz ar galleg gante. En desped deus ar gerioù ha deus ar frazennoù eo ur mod da welet ar bed. Ha ma vez dalc'het mont e giz-se 'vo kollet da vat ar mod-se da welet ha da gompren ar bed. Klaskomp ober hon seizh gwellañ evit derc'hel soñjal e brezhoneg ha komz anezhañ 'vel zo dleet.
Un dra zo sur, gwelet 'vez bemdez brezhonegerien a-viskoazh, ar re o deus desket brezhoneg war barlenn o mamm o vont etrezek ar bed all, ha mont gante un tamm deus pinvidigezh hor c'hultur.
Daoust ma 'vez graet ul labour a feson gant ar skolioù ha gant ar re a ra war-dro stummadurioù evit tud vras, emañ erruet poent en em soñjal er brezhoneg da reiñ da zeskiñ d'an dud o deus c'hoant mont gant an hent-se. Ni a soñj deomp 'vefe brav ober gant ha dre ar brezhoneg miret ha reiñ da gompren pinvidigezh hon traoù.
Kar, ar brezhoneg 'vel an traoù all zo aet war-raok, n'int ket bet chomet stanket 'ba komansemant ar c'hantved diwezhañ. An dud o deus savet gerioù nevez stag ouzh o ezhommoù ha hervez o amzer evel m'o deus bet graet ar re gozh a rummad da rummad a-viskoazh. O teskiñ gant brezhonegerien a-viskoazh, ar muiañ posubl, 'vo komprenet talvoudegezh ha pinvidigezh ar brezhoneg zo deuet betek ennomp, da gentañ. Dav 'vo deomp ijinanñ modoù da dostaat ar vrezhonegerien a-viskoazh ouzh ar re zo o teskiñ. Memes mod 'vit ar brezhoneg etre an hini nevez savet hag an hini zo bet degaset deomp gant ar re gozh.
Mod-se marteze e teuio un deiz ma vo lâret :
« Ah n'eo ket memes brez'neg eo, met plij a ra d'am divskouarn, c'hoariomp en brezhoneg neuze ».
Prenañ km
Ar c'hilometroù a vo da brenañ enlinenn a-benn nebeut !
Gallout a rit mirout anezho diouzhtu memestra !
- kartenn-carte
Evit gortoz dibab ho km war eeun enlinenn e kinnigomp deoc'h pellgargañ ar bilhed prenañ ha dizoleiñ pleg-dibleg ar bloaz evit kaout muioc'h a ditouroù.
Gallout a rit skrivañ war ar bilhed e pelec'h lec'hiañ ho km. Kemeret e vo e kont ho c'hoant gant ar skipailhoù lec'hel.
- bilhed prenañ km
- pleg-dibleg recto evit Redadeg 2018
- pleg-dibleg verso evit Redadeg 2018
Evit gouzout hiroc'h, e brezhoneg pe e galleg, kit e darempred gant Tifenn a responto deoc'h pe a glasko tud a c'hallo respont deoc'h.
06 61 06 62 15 / tifenn@ar-redadeg.bzh
pe Katelin : 09 61 20 26 11 / darempred@ar-redadeg.bzh
Raktres ar skolioù
Ar Redadeg a lid he 10 vloaz
- reder
Evit lidañ 10 vloaz ar Redadeg e kinnigomp d'ar skipailhoù pedagogel a blijfe dezho kemer perzh e Redadeg 2018 oc'h aozañ darvoudoù tro-dro d'ar brezhoneg.
Evit gwir, pelloc'h c'hoazh eget lakaat ar vugale da gemer perzh er Redadeg, ar pezh a chom un dra bouezus-kenañ ha plijus evito, e soñj dimp ez eo ar Redadeg un digarez a zoare evit lakaat war wel al labour graet gant ar skipailhoù pedagogel ha talvoudekaat anezhañ. Evel-se e vo tennet splet eus an darvoud evit komz ha lakaat komz eus ar brezhoneg tro-dro deoc'h.
Ar Redadeg zo un digarez efedus-tre da ziskouez hor youl da gas hor yezh war-raok gant ur skeudenn bozitivel ha gant startijenn. Dre-se e c'hall reiñ d'an dud c'hoant da zeskiñ hor yezh ha da dreuzkas anezhi.
Setu an teul evit displegiñ deoc'h penaos kemer perzh en ur sevel chadenn skolioù Breizh.
- raktres bzg2.6 Me (JPEG)
Muioc'h a ditouroù : Tifenn Siret - tifenn@ar-redadeg.bzh
Galv an arzourien
Salud deoc'h arzourien ha buhezourien a bep liv !
Emañ ar skipailhoù lec'hel ouzh ar stern en-dro evit aozañ tremen ar Redadeg e miz Mae 2018, hag ijinañ ar festoù a vo da heul.
Da-geñver 10 vloaz ar Redadeg e plijfe deomp broudañ ar sevenadur e korf ar Redadeg, evit ma vefe ar Redadeg un digarez da lakaat an dud da redek eveljust, hag ivez da lakaat war-wel ar c'hrouiñ hag ar buheziñ e brezhoneg. Fellout a ra deomp renabliñ an dud pe ar strolladoù hag a blijfe dezho bezañ pedet gant ar skipailhoù lec'hel da ginnig abadennoù war hent ar Redadeg. Ar roll-se a c'hello reiñ mennozhioù d'an dud e karg eus aozañ ar festoù war hent ar Redadeg.
M'ho peus c'hoant da gemer perzh e birvilh ar Redadeg ha plantañ sevenadur enni ha m'ho peus un abadenn da ginnig, respontit d'ar goulennoù dindan :
(ur c'hondision : ar brezhoneg eo yezh pennañ an abadenn)
- Doare abadenn : sonadeg, pezh c'hoari, kontadennoù, margodennoù, stalioù arzoù pe sport pe me oar me, prezegenn, sinema ha kaozeadenn...
- Anv an abadenn ma 'z eus unan :
- Deskrivañ an abadenn en ur frazenn :
- Pet den a gas an abadenn-se ? :
- Ezhommoù ispisial (dafar, lec'h...) :
- Betek pelec'h oc'h prest da vont ? (Breizh a-bezh, xxx km en-dro da..., da skouer) :
- Pegement e vo goulennet ganeoc'h ? (Digoust, frejoù hent, priz an abadenn, da varc'hatañ ?) :
- Anv ha kontakt an den dave :
Ma' z oc'h dedennet, kasit ho respont a-raok an 30 a viz Here. E deroù miz Du e vo kempennet brav ar roll hervez ar respontoù a vo bet resevet ganeomp ha kaset d'an dud e karg e pep skipailh lec'hel.
Monet e darempred gant : tifenn@ar-redadeg.bzh
Emezelañ
Ar gevredigezh
Gant skoazell Diwan eo bet krouet ar Redadeg e miz Mae 2008 evit lidañ 30 vloaz ar skolioù Diwan war an ton bras.
Hiziv eo ur gevredigezh emren aozet diouzh lezenn 1901, bet savet e miz Gwengolo 2008, enrollet er prefeti dindan an niverenn W353006925.
Diazezet eo mont en-dro ar gevredigezh war youl vat hec'h izili. Bodañ a ra tud, c'hoant ganto kemer perzh e aozadur hollek ar Redadeg.
M' ho peus c'hoant da gemer perzh ivez e kavec'h amañ kenstag :
Aet eo Celine Soun gant an Anaon
Evel an holl-re o deus anavezet Céline, glac'haret-bras omp o klevet eo aet Céline gant an Anaon. Ur blijadur eo bet ober anaoudegezh ganti da vare ar Redadeg. Deuet e oa e darempred ganaeomp gant ar raktres Comparsa o lakaat ar re yaouank o tibunañ war skasoù. Ken laouen omp bet da zegemer ar raktres-se evit al loc'hañ e Naoned, an degouezh e Lokoal-Mendon hag e-pad an hent e Douarnenez ha Poullann. Tro e oa evidomp kejiñ outi hag ur gwir plijadur kenlabourat gant Celin. Ur vaouez yaouank leun a startijenn, brokus, pedagogour ha doujus ouzh sevenadur pep hini. Bamet e oamp dirak kement a levenez a oa-hi gouest da dreuzkas d'an dud en un doare naturel hag efedus. He spered digor war ar bed neus lakaet ur bern tud d'ober anaoudegezh gant ar Brezhoneg dre ur sevenadur all. Evel er Redadeg emañ bremañ ar vazh test etre daouarn ar re a zo bet stummet ganti ha sur omp e chomo bev he oberenn e-barzh pennoù an dud o doa bet ar chañs d'en em gavout ganti. Familh ar Brezhoneg zo en kañv ha koun Céline a chomo don en hor c'halonoù.
Breizh ha Katalonia
Nann d'ar gwaskerezh e Katalonia ! Ya d'ar gwir d'en em dermeniñ evit ar pobloù !
Evit diskouez pegen stag omp ouzh ar c'henskoazell etre ar pobloù, pegen pouezus eo deomp e vefe doujet ouzh an demokratelezh ha d'ar gwir d'en em dermeniñ, ni, kedoderien, arzourien, izili kevredigezhioù, sindikadou pe strolladou politikel zo bodet hiziv e Roazhon a-benn embann hor c'hengred frank gant pobl Katalonia.
Referendom ar 1añ a viz Here diwar-benn dizalchiezh Katalonia zo bet lakaet er-maez lezenn gant gouarnamant Spagn. Ar youl da aozañ ar referendom-se en ur framm lezennel ha gant reolennou par da re dilennadegou all zo bet bet kadarnaet gant ul lezenn graet evit sterniañ ar votadeg ha kaset da benn gant parlamant Katalonia , dilennet en ur mod demokratel.
Pep tra zo bet graet evit distrujañ ar strivoù-se ha mirout ouzh doareoù ober an demokratelezh reizh da vezañ implijet : kengalv 700 dilennad-kêr a save a-du gant ar referendom dirak ar justis, lakaet zo bet sez war ar paperoù-votiñ pe ar skritelloù kabaliñ, serret ez eus bet lec'hiennoù internet liammet
ouzh aozidigezh ar vot. An doareou lakaet e pleustr gant ar Stad spagnol n'haller ket sentiñ oute evit neb a gar da vat an demokratelezh hag ar gwir d'en em dermeniñ.
D'ar 1añ a viz Here, deiz ar referendom ez eo aet war washaat an doareou gwaskus : muioc'h eget 300 burev-votiñ zo bet lakaet serriñ gant ar polis, boestoù-mouezhiañ zo bet sezet, skarzhet ar Gatalaned en ur skeiñ gant ar bobl ha n'he doa da c'hoant nemetañ nemet reiñ he soñj diwar-benn dazont he bro.
Etretout ez eo ouzhpenn 800 den zo bet gloazet ha renablet gant an ensavadurioù katalan e dibenn an devezh-se. Ar skeudennoù-se n'haller asantiñ dezho o deus feuket ar bed a-bezh.
Penaos en un Europa a gred embann d'ar bed ez eo gwarant gwirioù mab-den e c'hellfemp asantiñ d'ur barrad gwaskus ken kreñv graet evit mirout ouzh ur bobl da implijout he frankiz a-benn ezteurel he youl ?
A-hed an devezh-se o deus prouet ar Gatalaned e oant gouest da zerc'hel gant kalon ha dellezegezh evit diskouez pegen tomm int ouzh talvoudegezhioù diazez an demokratelezh.
Daou zevezh goude e oa stanket Katalonia gant un harz-labour hollek heuliet gant kalz tud a-enep d'ar gwaskerezh hag evit ma vo doujet d'ar gwir d'en em dermeniñ.
Stad Spagn he deus dibabet derc'hel gant an hent feuls-se en ur zifenn ouzh parlamant Katalonia derchel an dalc'h bet raktreset d'an 9 a viz Here. E gwirionez e tenn evel-se digant pobl Katalonia he gwir da vezañ renet gant ar re int dileuriet drezo.
Mar fell deomp freuzañ gant nerzh an doare m'eo bet gwallgaset gwirioù demokratel ar bobl gatalan, feulster ar polis, e fell deomp lakaat war wel emzalc'h ar Stad c'hall hag a harp unvaniezh Stad Spagn dre vouezhioù Emmanuel Macron he frezidant ha Jean-Yves an Drian hep ger ebet diwar-benn gwaskerezh ar justis, an ensavadurioù pe hini ar polis en tu all d'ar Pireneoù.
Ma n'eo ket gouest Spagn ha Frañs, Unaniezh Europa da anzav disoc'h an argerzh demokratel katalan ez eo abalamour d'o aon ez afe seurt azgoulennoù da gontammiñ tud all. An demokratelezh n'eo ket ur c'hleñed anezhi, ha soñjal a ra deomp e rankfemp skignañ ar viruz plijus se amañ e Breizh en ur drukarekaat ar bobl gatalan evit he dellezegezh, he youl da reiñ un dalvoudegezh nevez da vennozhioù evel ar souvereniezh hag an demokratelezh.
Goulenn a reomp digant broioù ha pobloù ar bed degemer disoc'h ar referendom ha degemer Republik Katalonia nevez da Stad evel m'eo bet lavaret gant ouzhpenn 2 vilion a Gatalan d'ar 1añ a viz Here.
E Katalonia evel e lec'h all eo d'ar bobl da zibab.
solidarite.bretagnecatalogne@gmail.com
Raktres Kamishibaï : dazont ar raktres skoazellet e 2014
Raktres KAMISHIBAI : MERVENT, KLT, SKED, AN OALED
Diorren ar brezhoneg
Kuzul-Meur departamant Penn ar Bed en deus bet c'hoant abaoe meur a vloavezh da reiñ ul lañs nevez d'ar brezhoneg.
4 c'hevredigezh, dindan sell Ensellerezh an Deskadurezh Stad, Sked, Mervent, KLT hag An Oaled a zo o labourat er skolioù publik youlek evit lakaat da dañva ar yezh hag ar sevenadur e kelc'hiadoù 1, 2 ha 3. War-dro 8 000 bugel o devez tro da gemer perzh er c'hentelioù-se, renet gant un 30 kelenner bennak.
Pal an diorren a zo digeriñ spered ar vugale war an endro dezho ha lakaat anezho da gompren pouez ar yezh e pep lec'h : war anvioù familh, anvioù-lec'h, liammoù gant ar re gozh, eskemmoù gant ar vrezhonegerien, mojennoù ar vro…
Ur bern temoù a vez desket er skolioù a-hed ar bloavezh skol: al livioù, ar c'horf, an dilhad, al loened, an ti, ar boued, ar maez…
Ar perak: an diouer
Bodadegoù labour a vez bep an amzer holl asambles evit en em stummañ pe ivez eskemm war ar vicher gelenn hag en em soñjal war an dazont.
Pep hini a sav e zafar pedagogel met merzhet ez eus bet un diouer a levrioù e brezhoneg plijus ha diouzh ar c'hiz hag a vefe mat da gaout evit klozañ ar prantadoù gant un istor buhezek, gouest da sachañ evezh ar vugale e brezhoneg ha, war memes tro, bras awalc'h da vezañ gwelet mat gant ur c'hlasad a-bezh.
Kamishibai ho peus lavaret ?
Kamishibai (« pezh-c'hoari war baper») a zo un doare kontañ e Bro Japan, ur c'hoariva bihan e lec'h ma vez diskouezhet istorioù dre skeudennoù dirak an arvesterien.
Ar c'hamishibai a zo bet graet gant paper e penn kentañ. Skeudennoù a veze lakaet da dremen e-barzh ur c'hoariva bihan anvet butaï (leurenn) e koad pe gartoñs gant 2 pe 3 dor.
Lakaet e veze en e sav war un daol pe (aliesoc'h) war ur marc'h-houarn pa veze er straedoù.
Pep tamm paper a zispleg un tamm eus an istor. N'ez eus warnañ nemet ur skeudenn dreset (emañ an destenn en a-dreñv en un urzh ispisial).
Ar raktres
Emvodoù a zo bet dalc'het hag, a drugarez da Vediaoueg ar Gapusined, graet ganto un dibab levrioù e-keñver hor c'hoantoù, hon eus dibabet 26 levr. Pep kevredigezh a vo ganti daou rummad klok eus ar 26 levr-mañ ha kement all a vo evit ar Vediaoueg evit he c'henskoazell.
Ar gwirioù war al levrioù
Hervez lezenn hon eus pourchaset ar gwirioù ha marc'hataet anezho a-wechoù digant kement ti-embann ha deut omp a-benn da bakañ anezho evit 26 diouto.
Troïdigezh
Kement levr a zo bet troet e brezhoneg war 3 live yezh evit gellet implijout anezho gant bugale a bep seurt live : troïdigezh rik, live etre ha live deraouidi.
Arc'hantiñ ar raktres
E 2013 hon bet eus savet ur raktres ha kinniget anezhañ d'« AR REDADEG » a ra war-dro diorren ar brezhoneg ha paket hon eus ar priz kentañ, da lavaret eo 12 270 euro. An Oaled, e penn ar raktres, en deus lakaet 6 000 euro en abadenn. Ar peurrest a zo bet degaset gant Kuzul an Departamant (3 000 euro) ha Kuzul Rannvro Breizh (1 500 euro).
Emvod-Meur d'an 21 a viz Here e Plañvour
Emvod meur ordinal ar gevredigezh a zo bet savet d'an 21 a viz Here e kreizenn Amzer Nevez e Plañvour (56).
Klikit war al liammoù evit kaout rentañ-kont, danevelloù, ha titouroù a bep seurt lakaet war wel e-pad an emvod meur.
Bec'h de'i ha deuit da redek !
Rentañ-kont an Emvod Meur
Danevell vuhezel hag obererezh ar brezidanted
Kinnig ar c'hontoù
Kuzul-Merañ nevez
CD Best of Ar Redadeg
CD Best of 10 vloaz Redadeg
Dek vloaz, dija ! Dek vloaz a levenez, a startijenn, a feiz, a gengred, a stourm, a fent... Ouzhpenn ar rederien a weler niverusoc'h-niverusañ war hentoù ar vro o tifenn dazont hor yezh, ez eus arzourien o krouiñ hag o lakaat an holl da zañsal ha da ganañ a-gevret. E brezhoneg ha gant plijadur atav !
Evit c'hwezhañ c'hwek war dekvet goulaouenn goar ar Redadeg e kinnigomp deoc'h dizoleiñ pe selaou en-dro lod eus ar c'hanaouennoù bet savet dibaoe 2008, strollet evit ar wech kentañ en ur bladenn « collector » ! Nag a eñvorennoù, neketa ?
17 kanaouenn !
An alambadeg - Alambig elektrik
Laouen - Skipailh Redadeg Bro Roazhon 2014
War an hent bepred - TG Brass band
Ar stourm a grog b'ar gêr - Egin
Huch ta - David ar Gall hag e skolajidi
Sav da daouarn - Gwenole Larvol hag e skolidi
Hor redadeg - Yann hag Emilie Tiersen
Livioù ar brezhoneg - Arvest
Hir an hent - Nolwenn Korbell
Foeter Breizh - Dom Duff
Tamm-ha-tamm - Krank
Redit Breizh - Skolajidi Diwan Gwened & Les Ramoneurs de menhirs
Kan ar yezh - Clarisse Lavanant
Redek a ran - Balafent
Deus - Gouez
Bloavezh mat ar Redadeg - Enora, Marine & Guylaine
Betek an trec'h - Penn salsardin
Pelec'h prenañ ar CD ?
Dre lizher, dre an urzh-prenañ stag, kaset vo deoc'h dre ar post
War stand ar Redadeg e gouel Yaouank d'an 18/11/17 (kazi sur e vo erruet ar CD an deiz-se)
Pegement ?
10€ ar CD + 2€ mizioù kas, chekenn war anv ar Redadeg.
Ticheurtoù ar Redadeg
Doareoù a bep seurt a zo evit kemer perzh er Redadeg, hervez ho c'hoant ha n'eus netra d'ober dre ret !
M'ho peus c'hoant da ziskouez e skoazellit ar brezhoneg a-hed ar Redadeg met ivez a-hed ar bloaz e c'hallit gwiskañ ticheurtoù brav-spontus ar Redadeg !
Bep bloaz e vez ul liv disheñvel, met ul liv laouen ha leun a startijenn bepred... evel “A l'Aise Breizh” hor c'heveler 2018 c'hoazh..
Ar bloaz-mañ c'hoazh hon eus divizet gwiadañ, livañ ha sevel anezho e bro Europa, e Portugal, a-benn doujañ ouzh gwirioù labour an dud ha chom gant ur priz dereat.
- 8€ evit ar bugale (10 bloaz).
- 13€ evit an dud deuet (S, M L,XL plac'h ou M, L, XL, XXL paotr)
Penaos ha pelec'h kavout anezhe ? Betek pegoulz ?
- Leuniañ ha kas ar follenn werzh. Mont a raimp davetoc'h evit kavout ganeoc'h an doare aesañ da gas an traoù, pe dre an ti-post (met frejoù ouzhpenn a zo) pe dre dud a youl-vat er vro.
- war standoù ar Redadeg a vo e pemp korn ar vro
- e karr-tan kentañ ar Redadeg, an hini a zeuio 6 mn a-raok an heuliadeg.
Seier brodet e Breizh
da gavout war hor standoù pe da c'houlenn diganeomp war eeun, kavet vo ul lec'h nepell deus ho ti evit degas deoc'h (ti ar vro, skol, kelc'h keltiek...).
darempred@ar-redadeg.bzh
Ar sac'h brodet e Breizh gant an embregerezh Sant Per lec'hiet e Penmarc'h er vro Vigoudenn.
Sant Per a sav dilhad a-vremañ, brodet e Breizh, liv bro bigoudenn warno, brav ha solud.
Kit da welout en he stal, kavet vez ivez war gouel an Oriant pe Kemper.
Kasketenn Brezhoneg ha Plijadur
Un dafar nevez da gavout war hor standoù pe da c'houlenn diganeomp war eeun, kavet vo ul lec'h nepell deus ho ti evit degas deoc'h (ti ar vro, skol, kelc'h keltiek...).
darempred@ar-redadeg.bzh